Belged

Pobloù Galia
  • ██ Belged
  • Belged a oa en Enez Vreizh ivez.

    Belged pe Belgae (e latin) e oa anv ur c'hengevredad bras a bobloù kelt a oa o chom en Galia an Hanternoz, etre Mor Breizh, lez kleiz ar Roen, lez hanternoz ar stêr Saena, adalek an trede kantved kent JK da vihanañ. Ne oant ket ur bobl eta, met un emglev politikel. Julius Caesar en deus graet meneg anezho meur a wech en e levr-brezel, De Bello Gallico. Darn eus pobloù kreisteiz Enez Vreizh ivez a oa Belgae.


    © MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search